Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
16 février 2021 2 16 /02 /février /2021 10:24

Setu heul an tri fennad diwezhañ get un tamm levrlennadurezh.

Amañ e lakan dielfennadurioù gerioù bet dizouaret get an arkeologourion e Bro Naoned ha graet da vare an Henamzer. En desped da ditl ar pennad, nend eo ket trawalc'h bout kavet e Bro Naoned evit bout "Namnet" rak un darn ag ar vro a oa edan beli ar Biktoned (doc'h tu Kreisteiz ar Liger) ha enskrivadurioù o deus beajet (dreist-holl ar sielloù-pod).

 

>CANTO

Kavet eo bet an anv-se e neved Mauves. Nend eo ket aes en er c’hompren rak meur a c’her hañvalson (pedostik) a oa er yezhoù keltiek kozh (canto- = gant, canto- = kant, cantos = kant). Divizet em eus lakaat ar gaoz àr unan anezhe hiziv ha bout n’heller ket bout sur sur enta. Unan ag ar gerioù « canto- » en deus roet ar gerioù gallek « jante » ha « chant », da lâret eo bevenn, bord pe barlenn un dra bennak. Roet en deus gerioù brezhonek ha razh evel « kant » (war e gant = sur le côté) hag ur bochad bommoù deveret evel kanto, kandailh, kantenn… Hrevez Jacques Lacroix (1) e veze graet get ar gerioù-se aveit komz a-zivout bevenn ur vro ivez : Canto a vehe un den ag ar vevenn pe ag ar bord enta. Anv karter Chantenay a za diàr ar mem gwrizienn : *cantinãcon da lâret eo « lec’h ar bord » ha gwir eo ema doc'h brienn ar Liger. Ouzhpenn da gement-se e yae ar stêr-se d'ober an disparti etre an Namneted hag an Ambilatred (kent ar b-Piktoned). Un anv-familh brezhonek a za diàr ar wrizienn-se ivez : Le Cander (2), stumm brezhoneg Naoned anv Kant(i)er (vannier).


1) Gouiet hiroc’h a-zivout hipotezenn J. Lacroix : 
https://www.youtube.com/watch?v=3e7Q_-CJE7c


2) Bertrand Luçon, Noms de famille bretons du pays de Guérande, Yoran Embanner, sous presse.

(Lid dirak un neved evel hani Mauves, tresadenn get Benoît Clarys)

 

COMNERTOS
Anv ur podour siellet doc'h ur pod bet dizouaret e kêr Naoned.
Elfenn gentañ anv ar podour zo ur rakger :  « com-» hañval pakret doc'h an henvrezhoneg « com-» da lâret eo « gant »/  « àr-un-dro » ha daet da vout « kev- », « ken- » pe « kem- » e brezhoneg a-vremañ (comrunos > kevrin, comberos > kember/Kemper,…). Hendad ar ger « nerzh » eo ar ger Nertos. Kavet e veze lies en Henamzer hag en Oadvezh an Houarn, en anvioù tud hag en anvioù-lec'h evel hani kêr Nertobriga e Hispania (« Bre an Nerzh »).  Comnertos zo chomet bev goudevezh e kembraeg « cyfnerth » hag e brezhoneg « kennerzh » (aide, secours mutuel, réconfort) hag er gerioù diveret : kennerzhus, kennerzhiñ ha c'hoazh ha c'hoazh,… Hrevez X. Delamarre e talvehe « Comnertos » kement evel « nerzhus » er salead-hont.

 

>CRESTIO
Sielloù zo bet kavet a-dokad get an anv-se un tammig e pep lec’h e Galia (èl e kêr Naoned lakaomp) pe get hani « Crestus » (e Reudied). Lakaet e veze donet ar podoù-se a Greiz Galia lec’h ma vezent savet er c’hentañ kantved goude J.K. Doc’h ma skriv Delamarre (1) e vehe savet an anv-se diàr *crid-to. Ar ger « krid-» a sinifie « kalon » da gentañ. Kavet e vez e iwerzhoneg (croí = kalon), e kembraeg (craidd = kalon, kreiz) hag e brezhoneg : kreiz. An dibenn -to a dalve d’ober un ger deveret. Crestio ha Crestus a oa « tud a galon » neuze. « Kreiz » a veze distilhet « krès » get paludourion Bourc’h-Baz. Kement-se a ouier rak dastumet e oa bet get Leon Bureau : « Heñn añbraseit a grès hi galéoñ » (Eñ brec’hataet a greiz e galon)(2).


1) X. Delamarre, Noms de personnes celtiques, éditions errance, 2007
2) Y. Mathelier, Le breton parlé dans le pays guérandais, Yoran Embanner, 2017

(Darn-pod Crestus kavet e Reudied)

 

>NANTIO
Engravet àr ur walenn aour bet diguzhet e Reudied. N’em eus ket kavet ar skeudenn. Ur sort aotroù « Duval » e oa hennezh rak « nantiu- » a dalve kement èl «flagenn » er yezhoù keltiek kozh. E kembraeg e vez lâret c’hoazh (nant). Meneget eo e Diellevr Redon e parrez Rufieg e 848 : «unnant ». Bev eo chomet e brezhoneg a-vremañ ivez, aveit lâret « sillon » pe « creux » hag eñv get un troc’h fall lies : an nant > an ant (« ant an houlenn », « creux de la vague », « mervel en ant » = « mervel ouzh ar stern »). 


Mammenn : Kartenn arkeologel Liger Atlantel, p.62
"Nant" e Diellevr Redon.

 

>MALLONI-
Kavet e 1808, e-tal dor Sant-Pêr e iliz-veur Naoned, àr un enskrivadur (1) gouestlet d’an Dis Manibus (d’an « Anaon » en ur mod, mar kavit gwell). Savet eo diàr ar ger « mall- » hag ur lostger (-on). A-gentañ-razh e talve ar ger-se kement evel « goar » pe « goarek », « difonn » ha diàr-se « lezidant » ha pa gomzed a-zivout un den (hrevez X. Delamarre). En iwerzhoneg e vez lâret c’hoazh ha tost eo chomet e ster doc’h an hani kentañ. Gwelet e vez skrivet doc’h an hentoù ha doc’h ar panelloù da lâret d’an dud monet àr o goar « go mall ». Daet eo da vout ar ger « mall » e brezhoneg ivez (ha diàrnezhañ: mallus, mall-e-goll, mallachap,…) daoustoc’h m’en deus chañchet ster un tamm mat. Nepell a-zioc’h kêr Naoned, e bro Blaen er c’haver en anv-familh « Mallo » marse (2), hag e hani « Le Masle » er Vrier (« le pressé »). Setu ha bremañ, « kuzhet an heol, savet ar loer, mall eo kas ar saout d’ar gêr ! »...


Skeudenn 1 : Jean-Marie Le Masle èl a-leizh a Valled arall a oa ganet e Sant-Andrev e geunioù ar Vrier. 1799


1 : An enskrivadur en e bezh : http://db.edcs.eu/epigr/epi_ergebnis.php
2 :  Nemet hag anv « Maloù » ‘vehe amañ ?
Gouiet hiroc’h a-zivout an Dis Manibus get wiki (e galleg siwazh)

 

>LAETVS
E grez an Henamzer (a-geñver d’an eil kantved goude J.K) e oa kibelldioù bras en Arzhon (pe Narton, Arton,.. èl ma karit, hani Bro-Raez atav, edan beli ar Biktoned e oa ar vro d’ar mare-se). E dalc’h ur « villa » e oa ar c’hibelldioù-se ha darbaret e vezent get un doursan hag a yae gwezh àr zouar gwezh edan an douar (hep-he-far en departamant ma zud vat !). E-touezh kement-se e voe dizouaret un dornad darnoù-pod anvioù tud àrnezhe evel hani Laetus neuze. Hrevez Delamarre e tahe diàr lētos (gris), daet da vout « loit » e henvrezhoneg ha « loued » e brezhoneg modern. Stumm "laetos" a zisko e veze diftongennet sort "e" hir da vare fin an impalaeriezh dija. Ur lesanv e oa hep mar, pellgar d’ar re anvet Ar Loued (le Louët, Le Loet, Louedic,…) hiziv enta. Meur a adstumm zo anavet doc’h tu Kreisteiz Breizh evel « luid » ha « luan » ha neuze « loveñneit » (...) e Bourc’h-Baz, dastumet get Leon Bureau («achti blev a fur er loveñneit » = setui blev a flaeri ar loued).
Aveit gouiet hiroc’h a-zivout doursan ha kibelldioù Arton 

 

>PETRECVS

Siell ur podour kavet get F. Chaillou e Reudied e 1908 (1). A-barzh deroù ar ger ema gellet gwelet ar wrizienn « petru-/petuar- » kar d’ar brezhoneg « pevar », « peder », « pevare ». Ar c’hiz e oa get an dud moranviñ o bugale diàr gourz o ganedigezh. Rak-se, gwelet hor boa anv « Cintus(a)mus » e Naoned (da lâret eo  ar mab « kentañ ») ha kavet ez eus bet meur a «allecnos» (eil) pe « tritios» (trede) e Europa an Henamzer (2). Tre-ha-tre evel e latin : Primus, Secundus, Tertius,... Pevarvet mab e familh a c’hellahe bout Petrecos enta. Niveroù petvediñ zo gellet lenn e plomenn Reudied ivez (3). Ur vrav a veaj en deus graet ar ger-se a zoug kantvlezadoù dre hentoù a bep-seurt betak hon amzer-ni. E Bourc’h-Baz e veze distilhet « pyàr »(pevar) ha « pyareik » (pevarvet) 4.

1) Bull. Soc. Arch.Nantes,49,1, 1908 p.99-108
2) X. Delamarre, Noms de personnes celtiques, éditions Errance, 2007
3) Pierre-Yves Lambert et David Stifter, Le plomb gaulois de Rezé, Etudes Celtiques, n°38, 2012

 

>VNDVPIX

E kêr Naoned eo bet kavet hennen àr un darn-pod e stad fall. Get an dorn e oa bet skrivet àrnezhañ anv e biaour: Vndvpix. Nend eo ket aes aes en er c’hompren neoazh. Hrevez Delamarre (1) e vehe *uindo-pict-. Uindo zo daet da vout «uuin » e henvrezhoneg, ha « gwenn » e brezhoneg modern. En henamzer e talve kement evel « gwenn » hag « eürus » ivez, tre evel hiziv enta. « Pict- » zo ur stumm un tammig dic’hortoz bet kavet nepell àr blomenn Reudied (« pixte ») hag a sinifie « pempvet » (dic’hortoz rak arkaekoc’h aveit ar stumm « pimpetos » a weler e lec’hioù arall). Hrevez David Stifter (2) e c’hellahe bout ar ger-se a weler e anv pobl ar b-Piktoned (staliet doc’h tu Su ar Liger just a-walc’h). Pobl ar bempvet lodenn a vehe anezhe enta, da lâret eo re ar c’hreiz (foeñvourion ! 3). Evel Cintusamos (kentañ), Petrecos (ar pevarvet) e c’hellahe a-walc’h U(i)ndupix bout pempvet mab e diegezh. Ha eñv « benniget » pe « eürus », un dra bennak e mod-se… Ne vez ket gwelet spis a-dreuz nivlenn an amzer !


1) X. Delamarre, Noms de personnes celtiques, éditions errance, 2007
2) Lambert Pierre-Yves, Stifter David. Le plomb gaulois de Rezé. In: Etudes Celtiques, vol. 38, 2012. pp. 139-164.

3) Aveit gouiet hiroc'h a-zivout ar liamm etre an niverenn "pemp" hag ar c'hreiz, lennit studiadenn David Stifter.

(Tres Vndvpix evel ma oa bet treset, A. Plouhinec, 1966)

 

 

>CRICI

1962, e porzh skol merc’hed Reudied e voe diguzhet ur vered deviñ korfoù get karg a bodoù, delwennoù pri gwenn, ha benveger graet get eskern (c'hwitelloù, nadoezioù,...1). Ar vered-se a oe anezhi e diwezh an IIvet kantved goude J.K(2). En o zouezh e voe kavet siell Crici neuze. Anv ar podour a za diàr ar ger keltiek kozh « cricos ». Anv un evn e oa. E heniwerzhoneg e kaver « cerc » (yar), e kembraeg « crychydd » (kerc’heiz) hag ar brezhoneg « kerc’heiz » (henvrezhoneg « corcid » 2) evel rezon. Rabezh a zever diàr ar wrizienn « cric- » ha eñv diàr ar ger indez-europeg *kerkos (kog, 3).


1) Kartenn arkeologel Liger Atlantel, p.58

2) A. Plouhinec, Les fouilles du Quartier Saint-Lupien-de-Rezé (L.-A.). Premiers résultats des campagnes 1960-63. In: Annales de Bretagne. Tome 71, numéro 1, 1964. pp. 115-151
2) Geriadur bras Frañsis Favereau
3) X. Delamarre, Le vocabulaire indo-européen, Librairie d'Amérique et d'Orient, Paris, (1984)

 

(Priaj get siell Acvtvs, mirdi Dobrée)

 

>ACVTVS
Siell ur podour kavet e kêr Naoned hag e Reudied ha graet er c’hentañ kantved goude J.K. Amañ e weler ar ger bihan « acu » evit  « herrus », « buan », « prim » hag un dibenn-ger. Get ar rakger forc’hiñ « di- » e vez kavet ivez : diacu- (lezidant) da lâret eo « di-acu », hep herr. Kozh askorn en deus graet hennezh rak chomet eo e kembraeg (diog), hag e brezhoneg dieg, diegus ha diegi. Un den difraeus oa Acutos enta !

 

> Un tamm kompren
Un dihan arre aveit gober un tamm kompren.


1) An darn vrasañ ag an enskrivadurioù zo bet kavet tostik-tra d’ar Liger doc’h tu Reter Bro Naoned. En un tric’horn etre Reudied (dreist-holl)- Naoned-Mauves. Kalon romanekadur-yezhel ar vro d’ar mare-hont ?


2) Hogozik razh an enskrivadurioù zo bet skrivet er c’hantved kentañ pe en eil kantved goude J.K. E "Rannvro Breizh" (B.4 kwa), ouzhpenn 80 % ag ar skrivadurioù graet get an dorn bet kavet get an arkeologourion a oa bet graet da goulz an daou gantved-se. Àr-lerc’h eh a implij ar skritur da goll a-nebeudigoù (ha Romani gwallgaset ivez). Truez eo rak ur prantad pouezus eo bet diwezh an impalaeriezh evit hor yezhoù.


3) Kreñv e chome pouez ar yezhoù keltiek en drebad-hont, ha paot a uhelidi a Naoned a zalc’he da vout anvet en ur mod « Galian » daoustoc’h ma oant edan beli Roma hag "uhel kludet" er gevridigezh (1). Nend eus nemet 18 % a anvioù latin e-touez ar skrivadurioù graet get an dorn àr podoù pri kavet e Liger-Atlantel (2). Paot uheloc'h eo niver an anvioù latin e-touezh an enskrivadurioù ofisiel graet àr vein, an tu-kreñv o deus siken. Kement-se a laka diglosiezh ar gevredigezh-hont àr wel. 


4) Kement-se na vir ket e oa uhelidi desket hag a skrive latin klasel ha troet brav. Ar varzhoneg vihan bet kavet en ur villa e Haute-Goulaine en disko ar-walc’h.


5) En III/IV vet kantved e weler routoù ag ar yezhoù keltiek kozh c’hoazh, lakaomp get siell Caratuccus bet gwelet kent. Nend eo ket souezh e gwirionez rak er IVvet hag er Vvet kantved goude J.K e kaver enskrivadurioù er yezhoù-se un tammig e pep lec’h e Europa ar C’hornôg (kostez Pariz, Bourdel, Galisia, Lusitania, Meseta,…).


(1) R Sanquer, Nantes antique,  Archéologie en Bretagne, 17 (n° spécial Nantes antique), 1978, p. 28
(2) F. Demeslay : Les graffiti sur céramique à l'époque gallo-romaine dans les Pays de la Loire, 1985 (sous la direction de G. Aubin)

 

Mammennoù :

X. Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, Errances, 2018

X. Delamarre, Noms de personnes celtiques, éditions errance, 2007

X. Delamarre, Le vocabulaire indo-européen, Librairie d'Amérique et d'Orient, Paris, 1984
A. Plouhinec, Marques de potiers gallo-romains découvertes à Rezé et dans le lit de la Loire, Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, Année 1966, 73-1, pp. 167-183
L Fleuriot, Quelques remarques sur des noms de Namnètes, Archéologie en Bretagne, 17 (n° spécial Nantes antique), 1978, p. 24-25
J. Hyvert, Estampilles et graffiti sur céramique gallo-romaine découverts à Mauves (Loire-Atlantique) et dans le lit de la Loire voisin, Archéologie en Bretagne, année 1979, p.33
F. Favereau, Les Celticismes, Skol Vreizh, 2017

M. Provost, CAG 44, Académie des inscriptions et belles-lettres, 1988

Y. Mathelier, Le breton parlé dans le pays guérandais, Yoran Embanner, 2017

J. Lacroix, Enquête aux confins des pays celtes, Lemme, 2019

F. Demeslay : Les graffiti sur céramique à l'époque gallo-romaine dans les Pays de la Loire, 1985 (sous la direction de G. Aubin)

R Sanquer, Nantes antique,  Archéologie en Bretagne, 17 (n° spécial Nantes antique), 1978

R. Cloastre. Marques de potiers sur tessons de céramique sigillée conservés au Musée Dobrée a Nantes. In: Annales de Bretagne. Tome 71, numéro 1, 1964. pp. 105-113

Epigraphik datenbank Clauss (http://db.edcs.eu/epigr/epi.php?s_sprache=fr)

Glad meur Liger-Atlantel : https://grand-patrimoine.loire-atlantique.fr

Devri

Geriadur bras Frañsis Favereau


Skeudenn ar pennad : Skudell stampet kavet e Naoned, IV vet kantved, Mirdi Dobrée.

Anvioù an Namneted IV
Partager cet article
Repost0
4 décembre 2020 5 04 /12 /décembre /2020 15:02

Savet em boa kartennoù-mor diàr labour dispar Bertrand Luçon (Noms de lieux bretons du pays nantais, Yoran Embanner). Sed-int amañ. Nend eo ket "troidigezhioù" anvioù gallek pe gallaouek met anvioù-lec'h brezhonek am eus lakaet en o stumm peurunvan a-vremañ. Klasket em eus lakaat stummoù tost a-walc'h doc'h ar pezh a veze lâret get an dud : "Pic'hiriag" (stumm emdroet hag a gaver er skridoù hag en anvioù-familh) kentoc'h evit "Penc'heriag" (stumm etimologel) lakaomp. Ar stumm "Periag" a c'heller menegiñ ivez.

Evit o gwelet gwell : brasait ar skeudennoù pe pellgargit-hi !

Gwerso em boa o graet ha dleet e vehe chañch pe ouzhpenniñ traoù zo, pezh a vo graet p'em bo amzer.

Mar karit gouiet pelloc'h prenit ar levr meneget a-us ! 

(Skoulag-Ar Groazig)

 

(Ar Groazig- Pic'hiriag/ Penc'heriag)

(Pic'hiriag-Mesker)

(Mesker-Pennestin)

(Aodum)

Partager cet article
Repost0
19 novembre 2020 4 19 /11 /novembre /2020 14:12

Setu heul an daou bennad diwezhañ get un tamm levrlennadurezh.

Amañ e lakan dielfennadurioù gerioù bet dizouaret get an arkeologourion e Bro Naoned ha graet da vare an Henamzer. En desped da ditl ar pennad, nend eo ket trawalc'h bout kavet e Bro Naoned evit bout "Namnet" rak un darn ag ar vro a oa edan beli ar Biktoned (doc'h tu Kreisteiz ar Liger) ha enskrivadurioù o deus beajet (dreist-holl ar sielloù-pod).

BODVOS 

Skrivet àr ur walenn arem bet tennet ag an Erzh, e Naoned, e 1852. E grez an Henamzer e oa bet engravet. Boduos a sinifie « kavan ». Ar wrizienn-se a weler e anv Doueez ar brezel ivez : Cathubodua, da lâret eo « kavan ar gad ». E litoriennoù kozh Iwerzhon e komzed a-zivout « Bodb » ivez, doueez ar brezel anezhi. Gwezh edan disko ur vran gwezh edan hani ur vaouez. Perak lakaat ar brezel hag ar c’havaned keñver ha keñver ? Rak an dud a grede eo ar brani, ar skouled hag ar c’havaned a gase eneñvoù ar vrezelourion varv d’an Neñv. Souezhusat, roudoù ag an Doueez-se a gaver e Breizh Vihan da vare ar Grennamzer gristen en anv : Catbodu (Buhez Sant Kadog), Catuodus (Diellevr Kemperle) ha Catuuodu e Diellevr Redon (den test e Ambon, 838). Anvioù arall ag an diellevr zo savet diàr "Bodu" evel "Eubodu" ("kavan vat") e parrez Masent, pe Tribodu (bet test e Gwenrann da skouer). Daet e vehe « bodu- » da vout ar ger « baou » e brezhoneg a-vremañ. (http://devri.bzh/dictionnaire/b/baou/)

Mammennoù : Kartenn arkeologel Liger Atlantel, M. Provost, 1988, p. 105 Cathubodua : http://www.arbre-celtique.com/encyclo.../cathubodua-4076.htm Catuuodu e diellevr Redon :
Mammenn : Kartenn arkeologel Liger Atlantel, p.62
Diellevr Redon :
http://www.cn-telma.fr/chartae-galliae/charte214263/

 

DIORATV-

Enskrivadur graet get an dorn bet dizouaret e neved Mauves. Un anv den eo savet diàr daou c’her. Dio- a za-eñv diàr ur wrizienn gozh hag a dalve « doue » pe « doueel ». Rat- a dalve kement evel « gras-vat ». Diorat- a vehe « gras vat an doueoù » enta. E diellevr Redon e kaver un dornad anvioù tud savet diàrnezhañ ha razh evel : Ratuili, Ratuueten, Uuiurat,… Ar memes ger pedost a zo chomet e kembraeg (rhad = gras vat) hag en iwerzhoneg (rath = chañs). Bev eo chomet ar wrizienn-se e brezhoneg a-vremañ daoustoc’h dezhañ bout chañchet ster goudevezh. Lakaomp get ar ger « rat » (dessein) ha bout ne vez ket klevet bemdez. Diàrnezhañ ez eus bet savet ur ger arall hag a gaver paot liesoc’h : ratozh, ratoezh, a-ratoezh... E Bro Naoned ez eus anvioù-familh get ar ger "rat" evel "Rado" e kognad ar Groazig, "Radou" e kêr Naoned ha "Ravilly" anavet e kornad Indre-Sucé (titouroù roet get Bertrand Luçon).

 

CONTOVTOS

Pezh arem. N’anaver ket e arroud. Mirdi Dobrée e Naoned. Kentañ kantved kent J.K.
Ne oa ket ur pezh moneiz ag ar vro, daet e oa dre ar c’henwerzh a vro ar Biktoned (pe ag hani ar Santoned) enta. Arvoriz ne skrivent ket àr o fezhioù moneiz.
Un draig souezhus a-zivout ar skoed-se, skoet e oa bet un herradig àr-lerc’h alouberezh ar vro get ar Romaned.
Anv Contoutos zo savet diàr ar rakger «con» hor boa gwelet ar wezh diwezhañ, da lâret eo «àr-un-dro» pe «gant» ha kar d’ar rakgerioù brezhonek «kev-», «kem-», «ken-». Toutos zo-eñ liammet get ar ger brezhonek «tud» a sinifie un dra bennak èl «pobl, tud, meuriad», d’ar mare-se. «Get e bobl» e oa Contoutos, da lâret un dra bennak èl ar «c’henvroad» pe ar «c’henkeodedour».

 

SACIRVS

Skrivet get an dorn doc'h ur potev, graet etre ar I hag ar IVvet kantved goude J.K. Latinaet eo bet an dibenn (-os > -us). Dizouaret eo bet e Reudied (c'hoazh ur wezh !).
Stank e kaver an anv-se e grez an Henamzer er broioù keltiek. Savet eo diàr ar wrizienn « sakr- » (lidek) a gaver e meur a yezh indez-europek arall èl an hititeg (saklai = lid), ar latin èl rezon (sacer) peotramant an oskeg (sakoro). Er yezhoù keltiek kozh e talveze kement èl « milliget » pe « sakr » ivez. Diàrnezhañ ema daet ar gerioù kembraek ha brezhonek « hakr » (impur), « hagr » hag ar c'herneveureg « hager » diàr dalvoudegezh « milliget » hep mar. Marse e anavit an anv-gwan « fallakr » ha razh, savet diàr « fall » ha « hakr ». Ar ger « sakr » daet dre ar yezhoù roman e brezhoneg en deus-eñ ur sinifiañs gaeroc'h e brezhoneg a-vremañ met e latin klasel e talveze « milliget » ivez.

 Skeudenn : Potev Sacirus e Reudied, Glad meur Liger-Atlantel

 

SUCCO

Col d'amphore à vin trouvé à Rezé datant du Ie siècle de notre ère. Estampillé « Svcco »
Succos se retrouve fréquemment dans l'anthroponymie gauloise. Comme pour le Banvili de Fégréac, vu précédemment, il s'agit d'un des termes désignant le porc dans les langues celtiques antiques.
C'est ce mot qui est à l'origine du mot français « soc » par analogie avec le cochon qui retourne la terre avec son groin. On retrouve le même mot en breton « soc'h » et en gallois « swch » et le vieil irlandais « soc » (groin). Il a aussi donné le mot « soue » (la soue à cochon) qui vient d'un ancien composé *sutegos (« maison du cochon »), la forme "souq" est aussi attestée dans l’extrême sud du 44.
En breton l'ancien « succos » a donné « hoc'h » (porc), le « s » initial étant devenu « h- ».
Faisant partie du vocabulaire courant le mot « hoc'h » a de nombreux dérivés : hoc'h-gouez (sanglier), hoc'hiñ (abîmer), hoc'hig (porcelet),… et morhoc'h (marsouin).
Ce dernier mot est connu et/ou attesté (sous différentes formes : morou, morô,…) sur une large portion de la côte Atlantique.

 

MORICOS

Studiet hor boa anv Agedoviros, ur mab da v-Moricos diagent (http://mitaw.over-blog.com/2019/04/les-noms-des-namnetes-anviou-an-namneted.html), setu tro tad e vab bremañ neuze ! Bevet en doa e kêr Naoned gwerso bras ha pa oa ar vro edan beli ar Romaned c'hoazh (àr-dro an II/ IIIvet kantved goude J.K).
E anv zo savet diàr ur wrizienn anavet get an holl : « mor- » da lâret eo ar « mor ». Un den a vor e oa hep mar, unan « morek » mar kredan lâret. Kaer eo gouiet ema diàr ar ger-se e oa bet savet hani tolpad pobloù « Aremorica » (Arvor).

Sant-Ervlan e grez ar Romaned, e keñverded ar « Zenith » hiniv (treset get F. Juteau). Ur villa a oa eno get ur lec'hig sakr savet tre dirak ur c'hrug kozh a Oadvezh an Arem. Mar karit gouiet hiroc'h : https://journals.openedition.org/gallia/4656

 

ARTOS

ARTI, Marque de potier au génitif trouvée dans l'ancien sanctuaire de Mauves-sur-Loire, sans doute du Ier siècle de notre ère. Encore un prénom « totem », formé à partir du nom d'un animal. Ici l'ours (racine « art-», breton « arzh », gallois « arth »,...). Le nom Artos aurait donné le nom d'une commune du pays de Retz : Arthon (de *Artonon c-a-d "domaine d'Artos" ou "domaine de l'ours")
Des cavernes de nos ancêtre jusqu'aux lits de nos enfants, entre haine et fascination, les relations entre Homme et Ours sont pleines de symboles. Animal roi, il est à l'origine de nombreux prénoms bretons : Armel (Arth+Mael, le « prince ours »), Arthur (« l'ours roi »),... Nous l'avions aussi rencontré à Massérac dans le cartulaire de Redon où un habitant répondait au nom de Arthuiu (« digne de l'ours »).
Même s'ils ont sans doute disparus de la péninsule au début du Moyen-Âge, les ours n'ont pas fini de frapper notre imagination.
Dans la région de Fégréac, les hommes nommés Armel étaient encore nombreux jusqu'au début du XXe siècle.

 

ATEPOMAROS

Kavet e neved galian-ha-roman Môv (Mauves-sur-Loire e gallaoueg) er Reter da Naoned. Da goulz an henamzer e oa Môv ur lec'h relijiel pouezus bras e bro an Namneted. Un neved (da lâret eo ur « lec'h sakr ») a oa bet savet eno aveit dougen bri d'un nebeud doueoù (ne ouier ket reizh mat da bere c'hoazh, un delwenn en enor da v-Minerva zo bet dizouaret hag unan arall en enor d'an doue keltiek Succelos, doue e vorzhol). Bleuniet he doa kêr gras d'he neved brudet ha daet e oa da vout ur gêr roman evel m'eo dleet get he c'hibelldioù (pe « thermoù » ma karit), he c'hoariva, ha c'hoazh ha c'hoazh… Eno e oa bet kavet un nebeud enskrivadurioù (anvioù-tud dreist-holl) lod latin ha lod arall keltiek. Atepomarus zo unan anezhe. Kavet eo bet àr un darn-pod c'hoazh.
Hrevez X. Delamarre e vehe savet an anv-se diàr tri ger : at-tepo-maros. Daou anezhe zo chomet bev e brezhoneg. « At» zo kar d'ar rakger brezhonek « ad- », d'ar mare-se e c'helle bout implijet aveit poueziñ àr un anv-gwan ivez, un tammig evel « tre ». « Tepo » n'en deus laosket roud erbet e brezhoneg hag e talve kement evel « redour » « an hani a red ». Kar d'ar brezhoneg « meur » eo an tamm diwezhañ « mar- ». Atepomaros a vehe ar « redour-meur » enta.

 


SCOTTIOS

Skrivet àr un darn-pod ha bet dizouaret e Naoned. Un tammig e pep lec'h e kaver an anv den-mañ (pe ar lesanv-se kentoc'h) hag e hañval bout bet un tammig douzh ar c'hiz d'ar mare-se.
Savet eo diàr ar wrizienn geltiek « scot » hag a dalv kement èl «ezev». Ur bern gerioù brezhonek a zever anezhañ evel : skizh/skij (tranchant, biais), skizhad (raclette à galette), skizhiñ (ébraser, trancher, segmenter), skej (découpe), skejiñ (disséquer, inciser), skej-korf (autopsie), skejenn (tranche)…
Feiz, Scotos a zlee bout unan troc'hus peotramant ur c'halvez a vicher !
A pa weler an anvioù-se eh a hor spered àr anv Bro-Skos doc'htu. Iwerzhon a oa bro gentañ ar « Skosed », diàr anv ur meuriad hag a oa eno, ar « Scoti », met nend eo ket lâret e vehe ur liamm etre an daou c'hêr (ar ger iwerzhoneg kozh kar da « scotios » a oa « scoth »).

(un "ezev")

 

SAMITUS

Kavet e Blaen (diàr Samitos). Da vare ar Romaned e oa Blaen ur gêr bouezus a-walc'h er c'hornad (get un neved, ur villa, ur c'hibelldi,…) dre ma oa ur c'hroashent du-hont, sed nend eo ket souezh ma oa bet dizouaret ur bern traoù get an arkeologourion eno ha darnoù-pod anvioù àrnezhe en o mesk. Savet eo anv ar podour-se diàr ar ger «samo-» kar d'ar brezhoneg «hañv».
Setu emdroadur ar ger :
Samo (keltieg kozh)> Ham (henvrezhoneg) > Haff (krennvrezhoneg) > Hañv.
 

 

BANVILI (Fegeriag).

E grez Roma e veze gellet treuziñ ar Wilen etre Fegeriag ha Rioz (Duretia) a-drugarez d'ur red. Ur lec'h tremen pouezus e oa àr an hent a gase da Wened. Ur gêrig virvidik a oa a-bep-tu d'ar stêr. Doc'h tu a c'hreisteiz ema bet dizouaret savadurioù galian-ha-roman get an arkeologourion e troàrdroioù Hent-Rioz (Henrieux), La Rochelle hag àr «la Butte du Bro» e kumun Fegeriag. E-touez kement-se e voe kavet darnoù-pod ha doc'h unan anezhe ez eus anv ur podour : Banvili da lâret eo «an hoc'hig» (bravat ur moranv !). Ar wrizienn-se a gaver c'hoazh e brezhoneg a-vremañ : banv (da lâret eo gwiz», anavet e Leon).

(Mammenn ar gartenn)

SVOBNVS

Merch ur podour, kavet e kêr Naoned ha graet àr-dro an IIvet kantved goude J.K. Seul taol, pedostik, e kaver un dibenn latinaet e sort degouezhioù : «-us» e lec'h «-os». Savet eo an anv-se diàr daou c'her hag an daou a gaver e brezhoneg c'hoazh penaos bennak o deus troket korf un tammig mat goudevezh. «Su» a dalve kement èl «mat» pe «aes» er yezhoù keltiek kozh ha dre m'ema aet an «s-» da vout «h-» er yezhoù predenek e oa daet da vout «ho» e henvrezhoneg ha «he-» e brezhoneg a vremañ (helavar, hegarat,..). Obnos zo-eñv kar d'ar ger «aon» (dre an henvrezhoneg «oun» ha kar d'ar c'herneveureg «ovn» ivez lakaomp). Aes da spontiñ, un den aonik e oa Suobnos enta !

 

Mammennoù :

X. Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, Errances, 2018
A. Plouhinec, Marques de potiers gallo-romains découvertes à Rezé et dans le lit de la Loire, Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, Année 1966, 73-1, pp. 167-183
L Fleuriot, Quelques remarques sur des noms de Namnètes, Archéologie en Bretagne, 17 (n° spécial Nantes antique), 1978, p. 24-25
J. Hyvert, Estampilles et graffiti sur céramique gallo-romaine découverts à Mauves (Loire-Atlantique) et dans le lit de la Loire voisin, Archéologie en Bretagne, année 1979, p.33
F. Favereau, Les Celticismes, Skol Vreizh, 2017

Epigraphik datenbank Clauss (http://db.edcs.eu/epigr/epi.php?s_sprache=fr) Glad meur Liger-Atlantel : https://grand-patrimoine.loire-atlantique.fr

ur morvarc’h kavet e Naoned (straed Fénelon), kentañ kantved goude J.K, Mirdi Dobrée

ur morvarc’h kavet e Naoned (straed Fénelon), kentañ kantved goude J.K, Mirdi Dobrée

Partager cet article
Repost0
19 novembre 2020 4 19 /11 /novembre /2020 09:26

Gras d'an anvioù-lec'h ha d'ar gerioù brezhonek chomet bev e Pic'hiriag e c'heller hor bout un dramsellig ag ar pezh a oa brezhoneg ar gumun-se. Lakomp diftongennoù ar bogalennoù berr :
Bélurien (pelurenn/ palourde) a vez lâret e galleg ar vro c'hoazh. Ouzhpenn ar c'hemmadur e penn-kentañ e c'heller gwelet penaos e veze diftongennet ar son [ɛn].
Ar plegoù-se a gaver c'hoazh en Arvor Bro Gwened (pelurenn a vez distaget «pelurienn» eno c'hoazh), aze e c'hell ar bogalennoù berr bout diftongennet aes ar-walc'h (skouerioù arall ag Edig : goulieñn = goulenn, ënëzieñn = enezenn, ...).
Kavet ez eus bet routoù arall ag ar fed-yezh-se e anvioù-lec'h Bro Naoned get Bertrand Luçon, evel «Le Lienne» e Pennestin (diàr «Ar Lenn») peotramant Le Tremien (diàr «an Termen») en Drebal.
Souezhusat tra, ne gaver ket ar fed-yezh-mañ e brezhoneg Bourc'h-Baz pezh a ziskouez e oa meur a liv àr brezhoneg Bro-Naoned...

Darnoù fonologiezh brezhoneg Penc'heriag
Partager cet article
Repost0
10 septembre 2016 6 10 /09 /septembre /2016 12:01

Bourc'hig àr glannoù ar Gwilen, Pennestin zo e-mesk ar c'humunioù a vro Naoned bet lakaet e departamant ar Mor-Bihan e grez an Dispac'h Bras.

Gellet e veze klevet brezhoneg ar vro e-doug an XIXvet kantved c'hoazh. Anat eo deomp rak e 1806 e oa bet lakaet e Breizh Izel get an Aotrou Coquebert de Montbret en e studiadenn, hag e 1889 e lâras ar chaloni Le Méné e veze c'hoazh komzet ar yezh-se «n'eus ket gwerso» er gumun.

N'eus ken nemet sellet doc'h ur gartenn evit gwelet ho kwalc'h a anvioù-lec'h brezhonek er gumun: Trehiguier, Kerfalher, Toullan, Men Harzein, Locbran,...

 

Ur stumm komzet.

Bec'h zo bet genin kavout ur stumm komzet d'an diaoul a anv-se evit lâret ar wirionez (pep hani e c'hoari pokemon, goût a rit !). A-benn d'ar fin ema daet ur reskont diget un den savet a gornad Damgan: D. Bodat. Ne vez ket komzet brezhoneg ar vro du-hont ken (a-c'houde penn-kentañ an XXvet kantved) mes chomet ez eus gerioù ha troioù-lâr e galleg an tro-àr-droioù. Sed, doc'h ar pezh en doa klevet a pa oa bugel e veze distilhet /penᵊ'ʃtin/ («penchtin» pe «penëchtin» mar kavit gwell). Netra souezhus enta.

Ha gwir eo, hrevez-an-dailh n'eus ket bet a chañch àr an anv-se a-c'houde gwerso bras. Mar klaskit stummoù kozh e vo atav ar mem sonenn: Penestin e 1557, Penestin e 1565, Penestin e 1630, Pennetin e 1779... (kerofis).

 

Orin ar ger.

A-beban e ta an anv-se enta ? Daou damm a zo ennañ, n'eus ket mar erbet àr an tamm kentañ «penn», Pennestin zo un tamm begenn dalc'het etre ar Mor-Bras ha stêr ar Gwilen. An anvioù e «penn» zo gerioù implijet stank get ar vartoloded evit deskriviñ an aod (evel ar galleg «cap»). Diaesoc'h eo bet kompren an eil tamm mes kredabl bras e tahe diàr ar ger «staen» (G. Buron), skrivet «steinn» a-barzh geriadur Kerampoul. Diàr levezon ur yezh roman (étain) e c'hellahe donet an tamm "e" dirak. Kenese ez eus parlantoù a Greisteiz ar vro douget da lakaat un tamm «e» dirak ar gerioù a sort-se (skeud= eskèd, stêr=estêr lakaomp), pezh a c'hellahe bout un diskosell d'an afer-se ivez me gred.

 

Gwerzh ar staen.

Adal -3000 kent J.K e komprenas an dud penaos gober ur mental nevez, an arem. Savet eo anezhañ diàr kouevr ha staen. Get an ijinadenn-se o doa gellet sevel binvioù nevez ha kaletoc'h doc'h an uz: armoù, dilhad-brezel, ostilhoù a-bep sort ha c'hoazh ha c'hoazh...

Tamm ha tamm en em strewas an deknologiezh-se dre Europa, ar pobloù a veve àr aodoù ar mor Atlantel o doa en anavet diwezhatikoc'h (adal -2500 kent J.K) mes e kreizig-kreiz ur marc'had «etrebroadel»e oant en em gavet rak dober bras o doa pobloù ar Mor-Kreiz a staen (dibaot eo aze). Ar staen prizius-se a oa stankoc'h e kostez Galisia, Kreisteiz Breizh hag e Bro Gernev-Veur. Pell pell amzer e padas ar c'henwerzh-se ha posubl mat e vehe anvet Pennestin diàr an tenniñ-staen pe pandeogwir e tremene marc'hadourion staen Abbaretz dre beg ar Gwilen...

 

Evit gouiet pelloc'h :

Cunliffe Barry, Facing the Ocean, Hardcover, 2001

 

Gerioù diaes ?

Bout a ra gerioù n'anavit ket er pennad-mañ ? Na gemerit ket poan get se ha kit da welet listenn ar gerioù diaes.

 Pennestin hag e anv
Partager cet article
Repost0
13 mars 2016 7 13 /03 /mars /2016 09:24

E Periag e raer «satanic» ag un evnig du ha gwenn anvet hydrobates pelagicus e latin. Kaer eo goût e ta ar ger-se ag ar brezhoneg ha kavout a reer anvioù hañval hed-ha-hed  get aodoù Breizh-Izel, a Houad da Bempoull: satanig. E Hanternoz Bro Galloù e reer «satao » anezhañ, «satanite» e Pikardi, «oiseau du diable» e Normandi ha c'hoazh ha c'hoazh...

Mes pezh liamm en deus ar c'haezh evn-se get an nDiaoul ? Div gredenn veunek zo stag doc'htañ.

 

Hebergeur d'image

 

Evn ar re varv ha daonet.


Ur moranv en deus e Kernev: ar c'habiten konjuret. An dud a grede e veze troet ar gabitened bet drouk doc'h o martoloded da satanig. Kondaonet anezhe da veviñ a-barzh kroc'hen un evn milliget ha da c'houzañv o stuz nevez da viken...

An dud a vor a zouge kas doc'h an evnig-se, trapet e vezent, lazhet ha lakaet a pign doc'h ur peul. Kemeret e veze evel evn a-wall seblant evel ma oa ar gawan, ar vran pe ar vorvran.

Ha tamallet dezhe o devout ul liamm re danav doc'h bed an anaon...

Ouzhpenn kabitened troket o c'horf e c'hellont bout, rak e lec'hioù arall e soñjed e oant martoloded beuzet er mor, lonket anezhe e islonk skontus ha braouac'h ar mor don. Daet int endro edan ar stumm-se da lakaat tregas e penn ar vartoloded hag o familh.

Kredenn strevet un tammig e pep-lec'h ha betak bro-Saoz.

 

Evn ar fallamzer.

 

Evel a pa na vehe ket bet ar-walc'h, ar satanig a veze tamallet dezhañ tenniñ fallamzer ! Ha gwir eo, a p'er gweler é nijal en dro d'ar bagoù e c'heller bout sur e veet edan ar seizh avel edan berr amzer ! Mall eo diskargiñ ar gouelioù !

Ha sed ar c'haezh satanik da vout moranvet «labous an amzer fall » peotramant «paotr an amzer fall ». C'hoazh e bro Gernev.

Ar soñj-se a gaver e galleg ivez : océanite tempête , pétrel tempête pe e saozneg: storm petrel.

 

Ar penaoz hag ar perag:

 

E gwirionez, an evnigoù-se a nij a-raok a pa welont ar fallamzer é tostaat doc'hte hag e taont da gavout repu e roudoù ar bagoù, aze e c'hellont chom en ur lec'h siouloc'h ha pesketa àr o gwar.

Treuzkomprenet eo bet o emzalc'h get an dud, hag e lec'h krompen e tostaont en abeg d'ar fall amzer, eo bet soñjet e tae ar fallamzer en abeg dezhe !

 

Evit gouiet pelloc'h:

 

Giraudon Daniel, Poissons et oiseaux de mer, Yoran Embanner, 2013

 

Garnier Michel, Mots et expressions des gens de mer en Presqu’île Guérandaise, a-barzh Histoire et Patrimoine, n°75, 2011, p2-17

 

Berr Alan-Gwenog, Ichtyonymie bretonne, Brud Nevez, 1973

 

Gerioù diaes ?  

Bout a ra gerioù dianavet geneoc'h er pennad-mañ ? na gemerit ket poan get-se ha kit da welet listenn ar gerioù diaes !

"Me halon e zo duzé é chajelleu er mor !"

"Me halon e zo duzé é chajelleu er mor !"

Partager cet article
Repost0
3 février 2016 3 03 /02 /février /2016 16:05
Kerhineg e Sant Nifar

Kerhineg e Sant Nifar

Hiriv e vo lakaet ar gomz àr un tamm lizherenn a c'heller gwelet c'hoazh àr an tier kozh evel e kreiskêr Periag: “K/varia”. Honnezh zo anvet “k barrennet”.
Ar c'h-k barrennet-se a lenner stank ha stank er c'hadastroù ivez hag ar skeudennoù a welit er pennad-mañ zo bet tennet anezhe.
 
Roudoù kentañ :
 
A-werz zo e oa anezhañ, hag an hani koshañ bet kavet a vehe bet kouchet e 1494.
Neoazh, mechal ha  koshoc'h e c'hellahe bout kel kavout a reer ar stumm K/entre e-lec'h Kerautret e dornskrid "D" al Libvre du Bon Jehan. Siwazh deomp, ne ouier ket reizh mat pegourz e oa bet ledet an dornskrid-mañ àr baper. E dibenn ar XVvet kantved hep mar erbet, ha hrevez al levr Chronique de l'Etat breton e vehe bet skrivet tro dro ar blez 1470.
Komzet hor boa a-zivout ar skrid-se er pennad kent, ha gwelet hor boa e oa bet savet get Gwilherm Sant Andraz, ur penn brierek anezhañ, genedik a Sant Andraz just arwalc'h.
 
Perak ?
 
Ar re a lede àr baper steudadennadoù anvioù tud pe lec'hioù é komañs get “kêr” o doa dleet kavet ken hir o zraoù m'o doa savet un tamm lizherenn nevez a-ratoezh kuit da goll o amzer.
“K/” a c'heller skriviñ timat, “kêr” ne lâran ket, ha eñ da gemer e lec'h.
Hrevez-an-dailh, an darn vuiañ anezhe a veze kavet e bro Gwened hag e Bro Dreger. Mes ne oa ket tu ar c'holl get Bro Naoned, hag evel ma lâren tuchant e oa stank evel brenn an niver anezhe e kadastroù kumunioù zo.
 
 
Setu skouerioù tennet a gadastr Periag bet savet e 1823:
K/vagaret
K/nodé
K/drien
K/gobelle
K/vin
 
Ha kement-arall e kadastr Skoulag e 1819:
K/quesso
K/laray
 
Estroc'h evit ar c'hadastroù a ziskouez sort lizherennoù, en anvioù familh e vezont kavet ivez. Skouerioù a vil vern a zo gellet lenn ivez, lakaomp e rolloù studi-noter kumun Aserag :
K/rolland
K/masson
 
Pe c'hoazh e niveradeg tud Sant Molv
K/duel
K/rio
 
E Skoulag c'hoazh :
K/poißon (ha get un "eszett" àr ar marc'had !)
 

(Louis K/poißon a g-Ꝃallan, 1796)

 
Un harz zo bet lakaet d'an implij-se e dibenn an naontekvet kantvet. Kuzul ar Stad en doa lakaet lemel ar lizherennoù-se tro ar blez 1895 rak start e oa gober getañ (tamallet dezhañ bout start da lenn, ha da luziiñ an enklaskoù).
Anzav a ran ne vez ket aeset gobet gete atav. Lakaomp, e kadastr Skoulag bet gwelet kent e weler anvioù e "ker" hag e K/ kej-mej, hag ouzhpenn kement-se, an den n'en doa ket kemeret ar boan da varreniñ mat e draoù !
 
Ha sed lonket ar c'haezh “K/” e mor an ankounac'h...
...betak bout adkaset d'ar vuhez e deroù an XXIvet a-drugarez d'un nebeut tud o doa c'hoantaet er skriviñ get o c'hlavier. A-c'houdevezh e c'hell an den er c'havet hag er skriviñ e Libreoffice, Word, ha me oar me.
 
 
Evit gouiet pelloc'h :
 
 
 
De Saint-André G. Chronique de l'État breton, texte présenté par Cauneau J-M et Dominique P. PUR, Rennes, 2005
 
 
Gerioù diaes ?
 
Bout a ra gerioù dianavet geneoc'h er pennad-mañ ? na gemerit ket poan get-se ha kit da welet listenn ar gerioù diaes !
 

* Da c'hortoz gwell, anvioù an teir c'humun: Sant Nifar (Saint Lyphard), Sant-Molv hag Aserag (Assérac) zo dre deori.

"Ꝃvagaret"

"Ꝃvagaret"

Partager cet article
Repost0
16 décembre 2015 3 16 /12 /décembre /2015 20:01

Moarvat hoc'h eus bet tro da welet bagoù kozh skrivet o marilherezh get lizherennoù ha sifroù kammdroek. A-zivout an hengoun martolod-se e vo komzet berr-ha-berr hiziv.

 

Anat deoc'h, bed ar mor zo bet atav unan lan a gredennoù hag ur bern zo chomet anavet mat memb e-touez an dud ned int ket a-vor anezhe : na faota ket lakaat koulined, merc'hed peotramant beleion àr-vourzh kel seblant fall e vehe hrevez ma lârer.

 

(Ur brav a bevar "hebesk" zo gellet gwelet àr ar gartenn-bost-se bet tennet e porzh ar Groazig...)

 

Ar skriviñ-marilherezh zo bet stag doc'h un tamm kredenn ivez : linennoù pe stummoù zo a vehe a-wall seblant. Lâret e veze e-mesk an dud ne vourre ket ar mor gwelet lizherennoù stummet get linennoù a-blom. Kement-se na vehe ket «hebesk», na daole ket pesked. Mes gwashañ zo, skriviñ letrennoù sonn en o flom a lakahe ar mor en arfleu...

 

Sed, kavet o doa ar voraerion un dro da ziskoselliñ : skriviñ lizherennoù kammdroek ha bolzet o dibenn kuit d'en devout linennoù a-blom trema ar mor.

Keneve-se e vehe bet skontet ar pesked get ar vag hag ar c'haezh pesketour a vehe distroet ag e besketerezh hep ket ha netra, mar d'eo ket bet gwallgaset get un taol-mor ivez.

 

Hiniv ne greder ket e sort traoù ken, nemet e farian. Adkemeret eo bet lizherennaoueg an dud a vor e lec'hioù zo evit traoù a hiniv an deiz, get lizherennoù hebesk eo bet savet logo ofisial kêr Douarnenez lakaomp, e levrioù a-ziàr an traoù a vor e vez gwelet aliesik ivez.

 

Tud a zalc'h da skriviñ o marilherezh evel-sen pandeogwir o c'havont brav ivez, hag e jaojont gwell doc'h ur vag mod-kozh. Erfin, ned on ket sur ema «hebesk» al letrennoù-se mes «hedourist» ne lâran ket... Ha me da denniñ ur foto anezhe en ur gerzhet e porzh ar Groazig.

 

(...Ar "pevar"-se, bet skrivet get trebaliz, na ziskouez ket bout hebesk !)

 

Na bout e vez gwelet aliesik àr ar c'hartennoù-post kozh ned eo ket lâret ema ar mod-se d'ober ag ar vro, rak perzhier bro Naoned, evel hani ar Groazig, a oa lan a vagoù daet a vro Gernev. Hag é sellet a-dost e weler e ta an holl vagoù get sort letrennoù ag ar vro-hont. Ha n'em eus ket kavet un anad sklaer anezhe e-touez bagoù bro Naoned (nag e-touez reoù bro Gwened ivez). Da grediñ zo eta, ne oa hani éc'h ober gete keneve martoloded Kernev (mes ned on ket peursur ha mar gouiit pelloc'h lârit din).

 

Gerioù diaes ? 

Bout a ra gerioù dianavet geneoc'h er pennad-mañ ? na gemerit ket poan get-se ha kit da welet listenn ar gerioù diaes !

(Lizherennoù hebesk àr gouc'h ur vag kozh ag ar Groazig)

(Lizherennoù hebesk àr gouc'h ur vag kozh ag ar Groazig)

Partager cet article
Repost0
1 juillet 2015 3 01 /07 /juillet /2015 11:58
Tour-tan ar forn

Tour-tan ar forn

A-vaez d'ar Groazig ez eus ur platur anvet « platur ar Forn ». Meur a vag zo aet da skoiñ àr ar bazoù hag àr ar c'herreg a gaver eno : ar Beniged, ar Gouez-Vaz,...

Brudet ma oa evit bout ul lec'h dañjerus e voe savet àrnezhañ un tour-tan etre 1816 ha 1821.

 

 

Un dra souezhus a zo neoazh, an tour-tan-se a zo bet savet àr ur c'hrug. Ur c'hrug zo ul lec'h savet get an dud, stumm ur manez anezhañ, get mein. Al lec'hioù-se a dalve da vezioù e-grez an Neolitik dreistholl. Reoù brav a gaver en tro-àr-droioù evel hani Gavriniz er Mor-bihan pe c'hoazh hani Disignag e kêr Sant-Nazer. Savet pe adimpllijet int bet betak an Oad-Houarn.

Ha nend eo ket bet beuzet o zalvoudigezh-sakr e islonk an Amzer rak atav int bet doujet get an dud a-c'houde. Evel-se, an arkeologourion en deus kavet, a-barzh krug Roc'h Priol e Kiberen, un den bet interet edan ur c'hrug-kozh (ag an Neolotek) e mare ar Grennamzer (VII-VIIIvet), sed un adimplij àr an diwezhat !

 

Met perak en em gav hennezh er mor-don ?! A pa oa bet savet ne oa ket an douar-bras lec'h m'er gweler hiniv an deiz. Meur a aet àr-raok zo bet graet get ar mor a-c'houdevezh. Krug ar Forn a oa bet savet àr vlaen ur manezig àr an douar.

Ha sed-eñ goloet get ar mor bep gourlanv hiniv an deiz, ha kent-pell ne vo ket gwelet ken kredabl, beuzet ma vo anezhañ.

 

(An douar àr-gil. Diàr :  Cunliffe Barry, Facing the Ocean, Hardcover, 2001)

 

Ur voem eo bet d'an dud gwelet kement-tra, un dra savet, ur c'hrug, kollet er mor, ha bec'h d'an istoerioù, d'ar jubennoù lan a fantazi.

Paot-mat a sorbiennoù a-zivout kêrioù beuzet a veze kontet àr aodoù bro-Naoned evel e Periag lec'h ma vehe bet beuzet ar vourc'h kozh miret enni teñzorioù brav diwallet get korriganed, peotramant e Brandu, e kumun an Drebal, lec'h ma oa goloet ur gêr-veur get ar mor.

 

Sort istoerioù zo bet e platur ar forn ivez moarvat, kement-se a anad àr ar gartenn-mañ. Savet e 1800, skrivet eo lec'h m'ema Platur ar Forn « ruine d'une ville et de son port » :

 

E gwirionez e oa roudoù ag amzer an Neolotek.

 

 

* an anv « ar forn » evit ar pezh a anver « le four » e galleg zo teorik mes moarwalc'h e chom martoloded ag ar mor-bras a oui penaos e vez lâret e brezhoneg.

 

.Foto an tour-tan : Archives 44.

 

Gerioù diaes ? 

Bout a ra gerioù dianavet geneoc'h er pennad-mañ ? na gemerit ket poan get-se ha kit da welet listenn ar gerioù diaes !

 

 

Partager cet article
Repost0

Présentation

  • : Mitaw
  • : Dans ce blog vous trouverez des informations sur l'histoire, les langues, et les traditions orales du Nord-Ouest du pays nantais.
  • Contact

Plus d'infos sur notre page Facebook/ Kit d'hor pajenn Facebook da ouiet pelloc'h  : Mitaw Arblog

 

Recherche

Catégories