Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog
3 février 2016 3 03 /02 /février /2016 16:05
Kerhineg e Sant Nifar

Kerhineg e Sant Nifar

Hiriv e vo lakaet ar gomz àr un tamm lizherenn a c'heller gwelet c'hoazh àr an tier kozh evel e kreiskêr Periag: “K/varia”. Honnezh zo anvet “k barrennet”.
Ar c'h-k barrennet-se a lenner stank ha stank er c'hadastroù ivez hag ar skeudennoù a welit er pennad-mañ zo bet tennet anezhe.
 
Roudoù kentañ :
 
A-werz zo e oa anezhañ, hag an hani koshañ bet kavet a vehe bet kouchet e 1494.
Neoazh, mechal ha  koshoc'h e c'hellahe bout kel kavout a reer ar stumm K/entre e-lec'h Kerautret e dornskrid "D" al Libvre du Bon Jehan. Siwazh deomp, ne ouier ket reizh mat pegourz e oa bet ledet an dornskrid-mañ àr baper. E dibenn ar XVvet kantved hep mar erbet, ha hrevez al levr Chronique de l'Etat breton e vehe bet skrivet tro dro ar blez 1470.
Komzet hor boa a-zivout ar skrid-se er pennad kent, ha gwelet hor boa e oa bet savet get Gwilherm Sant Andraz, ur penn brierek anezhañ, genedik a Sant Andraz just arwalc'h.
 
Perak ?
 
Ar re a lede àr baper steudadennadoù anvioù tud pe lec'hioù é komañs get “kêr” o doa dleet kavet ken hir o zraoù m'o doa savet un tamm lizherenn nevez a-ratoezh kuit da goll o amzer.
“K/” a c'heller skriviñ timat, “kêr” ne lâran ket, ha eñ da gemer e lec'h.
Hrevez-an-dailh, an darn vuiañ anezhe a veze kavet e bro Gwened hag e Bro Dreger. Mes ne oa ket tu ar c'holl get Bro Naoned, hag evel ma lâren tuchant e oa stank evel brenn an niver anezhe e kadastroù kumunioù zo.
 
 
Setu skouerioù tennet a gadastr Periag bet savet e 1823:
K/vagaret
K/nodé
K/drien
K/gobelle
K/vin
 
Ha kement-arall e kadastr Skoulag e 1819:
K/quesso
K/laray
 
Estroc'h evit ar c'hadastroù a ziskouez sort lizherennoù, en anvioù familh e vezont kavet ivez. Skouerioù a vil vern a zo gellet lenn ivez, lakaomp e rolloù studi-noter kumun Aserag :
K/rolland
K/masson
 
Pe c'hoazh e niveradeg tud Sant Molv
K/duel
K/rio
 
E Skoulag c'hoazh :
K/poißon (ha get un "eszett" àr ar marc'had !)
 

(Louis K/poißon a g-Ꝃallan, 1796)

 
Un harz zo bet lakaet d'an implij-se e dibenn an naontekvet kantvet. Kuzul ar Stad en doa lakaet lemel ar lizherennoù-se tro ar blez 1895 rak start e oa gober getañ (tamallet dezhañ bout start da lenn, ha da luziiñ an enklaskoù).
Anzav a ran ne vez ket aeset gobet gete atav. Lakaomp, e kadastr Skoulag bet gwelet kent e weler anvioù e "ker" hag e K/ kej-mej, hag ouzhpenn kement-se, an den n'en doa ket kemeret ar boan da varreniñ mat e draoù !
 
Ha sed lonket ar c'haezh “K/” e mor an ankounac'h...
...betak bout adkaset d'ar vuhez e deroù an XXIvet a-drugarez d'un nebeut tud o doa c'hoantaet er skriviñ get o c'hlavier. A-c'houdevezh e c'hell an den er c'havet hag er skriviñ e Libreoffice, Word, ha me oar me.
 
 
Evit gouiet pelloc'h :
 
 
 
De Saint-André G. Chronique de l'État breton, texte présenté par Cauneau J-M et Dominique P. PUR, Rennes, 2005
 
 
Gerioù diaes ?
 
Bout a ra gerioù dianavet geneoc'h er pennad-mañ ? na gemerit ket poan get-se ha kit da welet listenn ar gerioù diaes !
 

* Da c'hortoz gwell, anvioù an teir c'humun: Sant Nifar (Saint Lyphard), Sant-Molv hag Aserag (Assérac) zo dre deori.

"Ꝃvagaret"

"Ꝃvagaret"

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Présentation

  • : Mitaw
  • Mitaw
  • : Dans ce blog vous trouverez des informations sur l'histoire, les langues, et les traditions orales du Nord-Ouest du pays nantais.
  • Contact

Plus d'infos sur notre page Facebook/ Kit d'hor pajenn Facebook da ouiet pelloc'h  : Mitaw Arblog

 

Recherche

Plus de photos sur notre Tumblr / Fotoioù ouzhpenn àr hon Tumblr :

 

Catégories