Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
16 décembre 2015 3 16 /12 /décembre /2015 20:01

Moarvat hoc'h eus bet tro da welet bagoù kozh skrivet o marilherezh get lizherennoù ha sifroù kammdroek. A-zivout an hengoun martolod-se e vo komzet berr-ha-berr hiziv.

 

Anat deoc'h, bed ar mor zo bet atav unan lan a gredennoù hag ur bern zo chomet anavet mat memb e-touez an dud ned int ket a-vor anezhe : na faota ket lakaat koulined, merc'hed peotramant beleion àr-vourzh kel seblant fall e vehe hrevez ma lârer.

 

(Ur brav a bevar "hebesk" zo gellet gwelet àr ar gartenn-bost-se bet tennet e porzh ar Groazig...)

 

Ar skriviñ-marilherezh zo bet stag doc'h un tamm kredenn ivez : linennoù pe stummoù zo a vehe a-wall seblant. Lâret e veze e-mesk an dud ne vourre ket ar mor gwelet lizherennoù stummet get linennoù a-blom. Kement-se na vehe ket «hebesk», na daole ket pesked. Mes gwashañ zo, skriviñ letrennoù sonn en o flom a lakahe ar mor en arfleu...

 

Sed, kavet o doa ar voraerion un dro da ziskoselliñ : skriviñ lizherennoù kammdroek ha bolzet o dibenn kuit d'en devout linennoù a-blom trema ar mor.

Keneve-se e vehe bet skontet ar pesked get ar vag hag ar c'haezh pesketour a vehe distroet ag e besketerezh hep ket ha netra, mar d'eo ket bet gwallgaset get un taol-mor ivez.

 

Hiniv ne greder ket e sort traoù ken, nemet e farian. Adkemeret eo bet lizherennaoueg an dud a vor e lec'hioù zo evit traoù a hiniv an deiz, get lizherennoù hebesk eo bet savet logo ofisial kêr Douarnenez lakaomp, e levrioù a-ziàr an traoù a vor e vez gwelet aliesik ivez.

 

Tud a zalc'h da skriviñ o marilherezh evel-sen pandeogwir o c'havont brav ivez, hag e jaojont gwell doc'h ur vag mod-kozh. Erfin, ned on ket sur ema «hebesk» al letrennoù-se mes «hedourist» ne lâran ket... Ha me da denniñ ur foto anezhe en ur gerzhet e porzh ar Groazig.

 

(...Ar "pevar"-se, bet skrivet get trebaliz, na ziskouez ket bout hebesk !)

 

Na bout e vez gwelet aliesik àr ar c'hartennoù-post kozh ned eo ket lâret ema ar mod-se d'ober ag ar vro, rak perzhier bro Naoned, evel hani ar Groazig, a oa lan a vagoù daet a vro Gernev. Hag é sellet a-dost e weler e ta an holl vagoù get sort letrennoù ag ar vro-hont. Ha n'em eus ket kavet un anad sklaer anezhe e-touez bagoù bro Naoned (nag e-touez reoù bro Gwened ivez). Da grediñ zo eta, ne oa hani éc'h ober gete keneve martoloded Kernev (mes ned on ket peursur ha mar gouiit pelloc'h lârit din).

 

Gerioù diaes ? 

Bout a ra gerioù dianavet geneoc'h er pennad-mañ ? na gemerit ket poan get-se ha kit da welet listenn ar gerioù diaes !

(Lizherennoù hebesk àr gouc'h ur vag kozh ag ar Groazig)

(Lizherennoù hebesk àr gouc'h ur vag kozh ag ar Groazig)

Partager cet article
Repost0

commentaires

Présentation

  • : Mitaw
  • : Dans ce blog vous trouverez des informations sur l'histoire, les langues, et les traditions orales du Nord-Ouest du pays nantais.
  • Contact

Plus d'infos sur notre page Facebook/ Kit d'hor pajenn Facebook da ouiet pelloc'h  : Mitaw Arblog

 

Recherche

Catégories