Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog
1 juillet 2015 3 01 /07 /juillet /2015 11:58
Tour-tan ar forn

Tour-tan ar forn

A-vaez d'ar Groazig ez eus ur platur anvet « platur ar Forn ». Meur a vag zo aet da skoiñ àr ar bazoù hag àr ar c'herreg a gaver eno : ar Beniged, ar Gouez-Vaz,...

Brudet ma oa evit bout ul lec'h dañjerus e voe savet àrnezhañ un tour-tan etre 1816 ha 1821.

 

 

Un dra souezhus a zo neoazh, an tour-tan-se a zo bet savet àr ur c'hrug. Ur c'hrug zo ul lec'h savet get an dud, stumm ur manez anezhañ, get mein. Al lec'hioù-se a dalve da vezioù e-grez an Neolitik dreistholl. Reoù brav a gaver en tro-àr-droioù evel hani Gavriniz er Mor-bihan pe c'hoazh hani Disignag e kêr Sant-Nazer. Savet pe adimpllijet int bet betak an Oad-Houarn.

Ha nend eo ket bet beuzet o zalvoudigezh-sakr e islonk an Amzer rak atav int bet doujet get an dud a-c'houde. Evel-se, an arkeologourion en deus kavet, a-barzh krug Roc'h Priol e Kiberen, un den bet interet edan ur c'hrug-kozh (ag an Neolotek) e mare ar Grennamzer (VII-VIIIvet), sed un adimplij àr an diwezhat !

 

Met perak en em gav hennezh er mor-don ?! A pa oa bet savet ne oa ket an douar-bras lec'h m'er gweler hiniv an deiz. Meur a aet àr-raok zo bet graet get ar mor a-c'houdevezh. Krug ar Forn a oa bet savet àr vlaen ur manezig àr an douar.

Ha sed-eñ goloet get ar mor bep gourlanv hiniv an deiz, ha kent-pell ne vo ket gwelet ken kredabl, beuzet ma vo anezhañ.

 

(An douar àr-gil. Diàr :  Cunliffe Barry, Facing the Ocean, Hardcover, 2001)

 

Ur voem eo bet d'an dud gwelet kement-tra, un dra savet, ur c'hrug, kollet er mor, ha bec'h d'an istoerioù, d'ar jubennoù lan a fantazi.

Paot-mat a sorbiennoù a-zivout kêrioù beuzet a veze kontet àr aodoù bro-Naoned evel e Periag lec'h ma vehe bet beuzet ar vourc'h kozh miret enni teñzorioù brav diwallet get korriganed, peotramant e Brandu, e kumun an Drebal, lec'h ma oa goloet ur gêr-veur get ar mor.

 

Sort istoerioù zo bet e platur ar forn ivez moarvat, kement-se a anad àr ar gartenn-mañ. Savet e 1800, skrivet eo lec'h m'ema Platur ar Forn « ruine d'une ville et de son port » :

 

E gwirionez e oa roudoù ag amzer an Neolotek.

 

 

* an anv « ar forn » evit ar pezh a anver « le four » e galleg zo teorik mes moarwalc'h e chom martoloded ag ar mor-bras a oui penaos e vez lâret e brezhoneg.

 

.Foto an tour-tan : Archives 44.

 

Gerioù diaes ? 

Bout a ra gerioù dianavet geneoc'h er pennad-mañ ? na gemerit ket poan get-se ha kit da welet listenn ar gerioù diaes !

 

 

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Présentation

  • : Mitaw
  • Mitaw
  • : Dans ce blog vous trouverez des informations sur l'histoire, les langues, et les traditions orales du Nord-Ouest du pays nantais.
  • Contact

Plus d'infos sur notre page Facebook/ Kit d'hor pajenn Facebook da ouiet pelloc'h  : Mitaw Arblog

 

Recherche

Plus de photos sur notre Tumblr / Fotoioù ouzhpenn àr hon Tumblr :

 

Catégories