Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
10 septembre 2016 6 10 /09 /septembre /2016 12:01

Bourc'hig àr glannoù ar Gwilen, Pennestin zo e-mesk ar c'humunioù a vro Naoned bet lakaet e departamant ar Mor-Bihan e grez an Dispac'h Bras.

Gellet e veze klevet brezhoneg ar vro e-doug an XIXvet kantved c'hoazh. Anat eo deomp rak e 1806 e oa bet lakaet e Breizh Izel get an Aotrou Coquebert de Montbret en e studiadenn, hag e 1889 e lâras ar chaloni Le Méné e veze c'hoazh komzet ar yezh-se «n'eus ket gwerso» er gumun.

N'eus ken nemet sellet doc'h ur gartenn evit gwelet ho kwalc'h a anvioù-lec'h brezhonek er gumun: Trehiguier, Kerfalher, Toullan, Men Harzein, Locbran,...

 

Ur stumm komzet.

Bec'h zo bet genin kavout ur stumm komzet d'an diaoul a anv-se evit lâret ar wirionez (pep hani e c'hoari pokemon, goût a rit !). A-benn d'ar fin ema daet ur reskont diget un den savet a gornad Damgan: D. Bodat. Ne vez ket komzet brezhoneg ar vro du-hont ken (a-c'houde penn-kentañ an XXvet kantved) mes chomet ez eus gerioù ha troioù-lâr e galleg an tro-àr-droioù. Sed, doc'h ar pezh en doa klevet a pa oa bugel e veze distilhet /penᵊ'ʃtin/ («penchtin» pe «penëchtin» mar kavit gwell). Netra souezhus enta.

Ha gwir eo, hrevez-an-dailh n'eus ket bet a chañch àr an anv-se a-c'houde gwerso bras. Mar klaskit stummoù kozh e vo atav ar mem sonenn: Penestin e 1557, Penestin e 1565, Penestin e 1630, Pennetin e 1779... (kerofis).

 

Orin ar ger.

A-beban e ta an anv-se enta ? Daou damm a zo ennañ, n'eus ket mar erbet àr an tamm kentañ «penn», Pennestin zo un tamm begenn dalc'het etre ar Mor-Bras ha stêr ar Gwilen. An anvioù e «penn» zo gerioù implijet stank get ar vartoloded evit deskriviñ an aod (evel ar galleg «cap»). Diaesoc'h eo bet kompren an eil tamm mes kredabl bras e tahe diàr ar ger «staen» (G. Buron), skrivet «steinn» a-barzh geriadur Kerampoul. Diàr levezon ur yezh roman (étain) e c'hellahe donet an tamm "e" dirak. Kenese ez eus parlantoù a Greisteiz ar vro douget da lakaat un tamm «e» dirak ar gerioù a sort-se (skeud= eskèd, stêr=estêr lakaomp), pezh a c'hellahe bout un diskosell d'an afer-se ivez me gred.

 

Gwerzh ar staen.

Adal -3000 kent J.K e komprenas an dud penaos gober ur mental nevez, an arem. Savet eo anezhañ diàr kouevr ha staen. Get an ijinadenn-se o doa gellet sevel binvioù nevez ha kaletoc'h doc'h an uz: armoù, dilhad-brezel, ostilhoù a-bep sort ha c'hoazh ha c'hoazh...

Tamm ha tamm en em strewas an deknologiezh-se dre Europa, ar pobloù a veve àr aodoù ar mor Atlantel o doa en anavet diwezhatikoc'h (adal -2500 kent J.K) mes e kreizig-kreiz ur marc'had «etrebroadel»e oant en em gavet rak dober bras o doa pobloù ar Mor-Kreiz a staen (dibaot eo aze). Ar staen prizius-se a oa stankoc'h e kostez Galisia, Kreisteiz Breizh hag e Bro Gernev-Veur. Pell pell amzer e padas ar c'henwerzh-se ha posubl mat e vehe anvet Pennestin diàr an tenniñ-staen pe pandeogwir e tremene marc'hadourion staen Abbaretz dre beg ar Gwilen...

 

Evit gouiet pelloc'h :

Cunliffe Barry, Facing the Ocean, Hardcover, 2001

 

Gerioù diaes ?

Bout a ra gerioù n'anavit ket er pennad-mañ ? Na gemerit ket poan get se ha kit da welet listenn ar gerioù diaes.

 Pennestin hag e anv
Partager cet article
Repost0

commentaires

Présentation

  • : Mitaw
  • : Dans ce blog vous trouverez des informations sur l'histoire, les langues, et les traditions orales du Nord-Ouest du pays nantais.
  • Contact

Plus d'infos sur notre page Facebook/ Kit d'hor pajenn Facebook da ouiet pelloc'h  : Mitaw Arblog

 

Recherche

Catégories