Dans ce blog vous trouverez des informations sur l'histoire, les langues, et les traditions orales du Nord-Ouest du pays nantais.
E Periag e raer «satanic» ag un evni du ha gwenn anvet hydrobates pelagicus e latin. Kaer eo goût e ta ar ger-se ag ar brezhoneg ha kavout a reer anvioù hañval hed-ha-hed aodoù Breizh-Izel, a Houad da Bempoull: satanig. E Hanternoz Bro Galloù e reer «satao » anezhañ, «satanite» e Pikardi, «oiseau du diable» e Normandi ha c'hoazh ha c'hoazh...
Mes pezh liamm en deus ar c'haezh evn-se get an nDiaoul ? Div gredenn veunek zo stag doc'htañ.
Evn ar re varv ha daonet.
Ur moranv en deus e Kernev: ar c'habiten konjuret. An dud a grede e veze troet ar gabitened bet drouk doc'h o martoloded da satanig. Kondaonet anezhe da veviñ a-barzh kroc'hen un evn milliget ha da c'houzañv o stuz nevez da viken...
An dud a vor a zouge kas doc'h an evnig-se, trapet e vezent, lazhet ha lakaet a pign doc'h ur peul. Kemeret e veze evel evn a-wall seblant evel ma oa ar gawan, ar vran pe ar vorvran.
Ha tamallet dezhe o devout ul liamm re danav doc'h bed an anaon...
Ouzhpenn kabitened troket o c'horf e c'hellont bout, rak e lec'hioù arall e soed e oant martoloded beuzet er mor, lonket anezhe e islonk skontus ha braouac'h ar mor don. Daet int endro edan ar stumm-se da lakaat tregas e penn ar vartoloded hag o familh.
Kredenn strevet un tammig e pep-lec'h ha betak bro-Saoz.
Evn ar fallamzer.
Evel a pa na vehe ket bet ar-walc'h, ar satanig a veze tamallet dezha tenniñ fallamzer ! Ha gwir eo, a p'er gweler é nijal en dro d'ar bagoù e c'heller bout sur e veet edan ar seizh avel edan berr amzer ! Mall eo diskargiñ ar gouelioù !
Ha sed ar c'haezh satanik da vout moranvet «labous an amzer fall » peotramant «paotr an amzer fall ». C'hoazh e bro Gernev.
Ar soñj-se a gaver e galleg ivez : océanite tempête , pétrel tempête pe e saozneg: storm petrel.
Ar penaoz hag ar perag:
E gwirionez, an evnigoù-se a nij a-raok a pa welont ar fallamzer é tostaat doc'hte hag e taont da gavout repu e roudoù ar bagoù, aze e c'hellont chom en ur lec'h siouloc'h ha pesketa àr o gwar.
Treuzkomprenet eo bet o emzalc'h get an dud, hag e lec'h krompen e tostaont en abeg d'ar fall amzer, eo bet so e tae ar fallamzer en abeg dezhe !
Evit gouiet pelloc'h:
Giraudon Daniel, Poissons et oiseaux de mer, Yoran Embanner, 2013
Garnier Michel, Mots et expressions des gens de mer en Presqu’île Guérandaise, a-barzh Histoire et Patrimoine, n°75, 2011, p2-17
Berr Alan-Gwenog, Ichtyonymie bretonne, Brud Nevez, 1973
Gerioù diaes ?
Bout a ra gerioù dianavet geneoc'h er pennad-mañ ? na gemerit ket poan get-se ha kit da welet listenn ar gerioù diaes !